Hag e wiski ganto Aaron da vreur hag e vibien gantañ; hag o olevi, o gouestli, o santelai, evit ma servijint ac'hanon evel aberzhourien.
Leviegezh 10:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ne d-eot ket kuit er-maez eus digor teltenn an engalv gant aon na varvfec’h, rak eoul oleviadur an AOTROU a zo warnoc’h. Hag e rejont hervez komzoù Moizez. |
Hag e wiski ganto Aaron da vreur hag e vibien gantañ; hag o olevi, o gouestli, o santelai, evit ma servijint ac'hanon evel aberzhourien.
Hag ec’h olevi Aaron hag e vibien, hag e ouestli anezho, evit ma servijint ac'hanon evel aberzhourien.
Ne guitaio ket ar santual ha ne zisakro ket santual e Zoue, rak kurunenn an eoul a oleviadur eus e Zoue a zo warnañ. Me eo an AOTROU.
Skuilhañ a reas eoul a oleviadur war benn Aaron hag ec’h olevas anezhañ evit e santelaat.
Moizez a gemeras eoul a oleviadur ha gwad a oa war an aoter, hag a reas ar sparfadur war Aaron ha war e wiskamantoù, war e vibien ha war wiskamantoù e vibien gantañ; hag e santelaas Aaron hag e wiskamantoù, e vibien ha gwiskamantoù e vibien gantañ.
Jezuz a lavaras dezhañ: Lez ar re varv da sebeliañ o re varv, met te, kae da brezeg rouantelezh Doue.
penaos Doue en deus olevet gant ar Spered-Santel ha gant galloud Jezuz a Nazared, a yae a lec’h da lec’h oc’h ober vat hag o yac’haat ar re holl a oa mac’het gant an diaoul, abalamour ma oa Doue gantañ.