Leviegezh 1:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Digroc’henañ a raio al loskaberzh hag e troc’ho anezhañ a dammoù. |
Hag ec'h aozas ar c'hoad, hag e tidroc'has ar c'hole a-dammoù, evit e lakaat war ar c'hoad.
Krogoù doareet mat, eus ur palvad a ledander, a oa ivez e-barzh an ti tro-dro, ha kig ar profoù a veze lakaet war an taolioù.
Mibien Aaron an aberzhour a lakaio tan war an aoter, hag e renkint ar c’hoad war an tan.
Pa ginnig un aberzhour ul loskaberzh evit un den, an aberzhour en devo kroc’hen al loskaberzh en deus kinniget.