Jeremiaz a lavaras da Seraja: Pa vi erru e Babilon, e selli hag e lenni an holl gomzoù-mañ,
Koloseiz 4:16 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Goude ma vo al lizher-mañ bet lennet en ho touez, grit ma vo lennet ivez en Iliz al Laodikeiz ha ma lennot c’hwi ivez an hini eus Laodikea. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ha pa vezo bet lennet al lizer‐man en ho touez, grit ma vezo lennet ive en Iliz al Laodiceed, ha lennit, c’houi ive, an hini d’al Laodiceed. |
Jeremiaz a lavaras da Seraja: Pa vi erru e Babilon, e selli hag e lenni an holl gomzoù-mañ,
Rak me a fell din e c’houezfec’h pegen bras eo ar stourm a c’houzañvan evidoc’h, evit re Laodikea hag evit ar re holl n’o deus ket gwelet va dremm er c’hig,
Rak reiñ a ran outañ an testeni-mañ, penaos en deus ur gred bras evidoc’h, evit re Laodikea hag evit re Hierapoliz.
Hoc’h aspediñ a ran dre an Aotrou, ra vo lennet al lizher-mañ d’an holl vreudeur santel.
Ma ne sent ket unan bennak ouzh ar pezh a lavaromp dre al lizher-mañ, notit eñ ha na zarempredit ket anezhañ evit m’en devo mezh.