Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Koloseiz 4:17 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

17 Lavarit da Arkipuz: Taol evezh mat ouzh ar ministrerezh ac’h eus resevet en Aotrou evit e seveniñ mat.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

17 Ha livirit da Archippus: Laka evezmad ouz ar garg ec’h euz recevet digant an Aotrou, evit gallout he ober ervad.

Ver Capítulo Copiar




Koloseiz 4:17
19 Referencias Cruzadas  

Va mibien, na vezit ket lezirek, rak an AOTROU en deus dibabet ac'hanoc'h evit en em zerc'hel dirazañ hag e servijañ, hag evit kinnig dezhañ an ezañs.


Moizez a lavaras da Aaron: Kement-se eo ar pezh en deus disklêriet an AOTROU en ur lavarout: Santelaet e vin dre ar re a dosta ouzhin hag e vo roet gloar din dirak ar bobl. Aaron a davas.


Mirout a reot an urzhioù diwar-benn ar santual hag an urzhioù diwar-benn an aoter, evit na vo ken a gounnar a-enep mibien Israel.


En hevelep doare an hini en doa resevet daou dalant a c’hounezas ivez daou all.


Rak e oa en hon touez hag en deus bet e lod er ministrerezh-mañ.


Goude bezañ lakaet henaourien dezho e pep Iliz ha goude bezañ pedet ha yunet, ec’h erbedjont evito an Aotrou o doa kredet ennañ.


Lakait eta evezh ouzhoc’h hoc’h-unan hag ouzh an holl dropell en deus ar Spered-Santel ho lakaet eskibien warnañ, da beuriñ Iliz Doue en deus prenet gant e wad e-unan.


Eñ eo ivez en deus lakaet lod da ebestel, lod all da brofeded, lod all da avielourien, lod all da bastored ha doktored,


Na zilez ket an donezon a zo ennout hag a zo bet roet dit dre brofediezh gant lakadur-daouarn kuzul an henaourien.


Laka evezh ouzhit da-unan hag ouzh da gelennadurezh, kendalc’h e kement-mañ, rak ouzh o ober en em salvi da-unan hag e salvi ar re a selaou ac’hanout.


Mar displegez an traoù-se d’ar vreudeur, e vi ur ministr mat eus Jezuz-Krist, maget gant gerioù ar feiz hag ar gelennadurezh vat ac’h eus heuliet.


O Timote, mir ar pezh a zo bet fiziet ennout, oc’h en em virout diouzh ar c’homzoù aner ha disakr ha diouzh ar c’houiziegezh a zo galvet e gaou evel-se,


Dre-se e tegasan soñj dit da enaouiñ a-nevez donezon Doue a zo bet roet dit dre lakadur va daouarn.


An traoù ac’h eus klevet diganin dirak meur a dest, fizi anezho e tud feal a vo barrek da gelenn ivez ar re all.


d’hor c’haret-mat Apfia, da Arkipuz hor c’henvrezelour, ha d’an Iliz a zo en da di:


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos