Evel m'en deus un tad truez ouzh e vibien, en deus an AOTROU truez ouzh ar re a zouj anezhañ,
Koloseiz 3:21 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Tadoù, na hegit ket ho pugale gant aon na gollfent kalon. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Tadou, na hegazit ket ho pugale, gant aoun ne zeufent da goll courach. |
Evel m'en deus un tad truez ouzh e vibien, en deus an AOTROU truez ouzh ar re a zouj anezhañ,
rak an AOTROU a gastiz an hini a gar, evel ma ra un tad d'e vab a laka e levenez ennañ.
Ha c’hwi tadoù, na hegit ket ho pugale met savit anezho e kenurzh hag e kelennadur an Aotrou.
Mevelien, sentit en holl draoù ouzh ho mistri hervez ar c’hig, nann zoken dindan o daoulagad evel ma klaskfec’h plijout d’an dud, met gant eeunder a galon hag e doujañs Doue.
Anavezout a rit ivez penaos hon eus aliet, kalonekaet hag aspedet start pep hini ac’hanoc’h, evel un tad e-keñver e vugale,