Pa zeuio an diavaeziad, an hini na vo ket eus da bobl Israel, eus ur vro bell, en abeg da'z anv,
Jozue 9:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Mont a rejont da gavout Jozue e kamp Gilgal hag e lavarjont dezhañ ha da dud Israel: Deuet omp eus ur vro bell, ha bremañ grit un emglev ganeomp. |
Pa zeuio an diavaeziad, an hini na vo ket eus da bobl Israel, eus ur vro bell, en abeg da'z anv,
Hag e teuas ar profed Izaia da gavout ar roue Ezekiaz, hag e lavaras dezhañ: Petra o deus lavaret an dud-se? A-belec'h ez int deuet da'z kavout? Ezekiaz a respontas: Deuet int eus ur vro bell, eus Babilon.
Tud Gabaon a gasas da gavout Jozue da gamp Gilgal, da lavarout: Na zilez ket da zorn diouzh da servijerien, pign buan d'hor c'havout, dieub ac'hanomp ha ro sikour deomp, rak holl rouaned an Amoreaned a zo o chom war ar menez, a zo en em zastumet a-enep deomp.
Ar bobl a bignas er-maez eus ar Jordan d'an dekvet deiz eus ar miz kentañ, hag e kampjont e Gilgal, e tu reter Jeriko.
Mibien Israel a gampas e Gilgal, hag e rejont ar Pask d'ar pevarzekvet deiz eus ar miz, da noz, e maezioù Jeriko.
hag en o zreid botoù kozh adwriet, ha warno dilhad kozh. Hag o holl vara-pourvez a oa sec'h ha louet.
Hag e lavarjont: Da servijerien a zeu eus ur vro gwall bell, en abeg da anv an AOTROU da Zoue, rak klevet hon eus e vrud ha kement en deus graet en Ejipt,