Pa zeuio an diavaeziad ivez, an hini na vo ket eus da bobl Israel, eus ur vro bell, en abeg da'z anv bras, da'z torn kreñv ha da'z prec'h astennet, pa zeuio da bediñ d'an ti-mañ,
En amzer-se e vo galvet Jeruzalem: Tron an AOTROU. An holl vroadoù en em zastumo e Jeruzalem en anv an AOTROU, ha ned aint ken war-lerc'h kaleter o c'halon fall.
Bez' e vo evidoc'h ul lezenn hepken diwar-benn an hini en devo pec'het diratozh, evit an henvroad a-douez mibien Israel hag evit an diavaeziad a zo o chom en ho touez.
Rouanez ar C’hreisteiz a savo e deiz ar varn gant ar rummad-mañ hag a gondaono anezhañ, abalamour ma teuas eus penn pellañ an douar evit klevout furnez Salomon, ha setu, ez eus amañ brasoc’h eget Salomon.
Ha Rud a lavaras: Na zoug ket ac'hanon da'z lezel, evit pellaat diouzhit, rak el lec'h ma'z i ez in, el lec'h ma chomi e chomin, da bobl a vo va fobl, ha da Zoue a vo va Doue,
Boaz a respontas dezhi: Kement ac'h eus graet da'z mamm-gaer abaoe marv da bried a zo bet disklêriet din, penaos ac'h eus lezet da dad, da vamm ha da vro c'henidik, evit dont war-zu ur bobl n'anavezes ket diagent.