Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Rouaned 8:42 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

42 rak klevet e vo ez eo bras da anv, kreñv da zorn, astennet da vrec'h, pa zeuio da bediñ d'an ti-mañ,

Ver Capítulo Copiar




1 Rouaned 8:42
38 Referencias Cruzadas  

Pa zeuio an diavaeziad, an hini na vo ket eus da bobl Israel, eus ur vro bell, en abeg da'z anv,


Met doujañ a reot an AOTROU, en deus ho lakaet da bignat eus bro Ejipt gant un nerzh bras hag ur vrec'h astennet. Dirazañ eo e stouot, ha dezhañ eo ec'h aberzhot.


Bremañ eta AOTROU hon Doue, me az ped, dieub ac'hanomp eus e zorn, evit ma ouezo holl rouantelezhioù an douar penaos out-te an AOTROU hepken.


Ha pa gasas pennoù roue Babilon kannaded etrezek ennañ evit klevout diwar-benn ar burzhud a oa en em gavet er vro, Doue a zilezas anezhañ evit e amprouiñ, e-sell da c'houzout ar pezh a oa en e galon.


dre un dorn nerzhus hag ur vrec'h astennet, rak e drugarez a bad da viken!


Krouet ec'h eus an hanternoz hag ar c'hreisteiz. An Tabor hag an Hermon a laosk kriadennoù a levenez da'z anv.


Pa c'houlenno ouzhit da vab un deiz: Petra eo kement-se? Lavarout a ri dezhañ: Gant e zorn kreñv an AOTROU en deus hon tennet eus an Ejipt, eus an ti sklavelezh;


Moizez a lavaras d'ar bobl: Ho pet soñj eus an deiz-se, ma'z oc'h aet kuit eus an Ejipt, eus an ti sklavelezh, rak an AOTROU en deus ho tennet ac'hane gant un dorn kreñv. Ra ne vo ket debret bara goet.


Ar pobloù a glev hag a gren. Ar spont a grog en tud eus bro Filistined.


Gouzout a ran ne lezo ket ac'hanoc'h roue an Ejipt da vont kuit, nann zoken rediet gant un dorn kreñv.


Setu perak lavar da vibien Israel: Me eo an AOTROU , me a denno ac'hanoc'h a-zindan bec'hioù an Ejipsianed, me a zieubo ac'hanoc'h eus ho sklaverezh, me a zaspreno ac'hanoc'h dre ur vrec'h astennet ha barnadegoù bras.


Rak bremañ, mar em bije astennet va dorn ha mar em bije skoet warnout dre ar marv, te ha da bobl, e vijes skubet a-ziwar an douar.


Dihun! Dihun! Gwisk an nerzh, brec'h an AOTROU! Dihun, evel en deizioù a wechall, en oadoù kozh. Ha n'eo ket te a frikas Rahab, hag a c'hloazas an aerouant?


a renas anezho dre zorn dehou Moizez gant e vrec'h glorius, a faoutas an doureier dirazo evit ober evitañ e-unan un anv peurbadus,


Graet em eus an douar, an dud hag al loened a zo war an douar, dre va nerzh bras ha va brec'h astennet, hag e roan anezho d'an hini a fell din.


Ha me, me am eus lavaret: Penaos e lakain ac'hanout e-touez va mibien, hag e roin dit ur vro a zudioù, gwellañ hêrezh armeoù ar broadoù? Hag em eus lavaret: Va gervel a ri: Va zad! Ha ne zistroi ket diouzhin.


Rak an AOTROU en deus dasprenet Jakob, hag e dennet eus daouarn unan kreñvoc'h egetañ.


A! Aotrou AOTROU, setu ec'h eus graet an neñvoù hag an douar, dre da nerzh bras ha da vrec'h astennet, tra ebet n'eo re vras evidout.


Me a zo bev, eme an Aotrou AOTROU, hag e renin warnoc'h gant un dorn kreñv, ur vrec'h astennet, ur fulor skuilhet.


Koulskoude em eus graet abalamour da'm anv, evit na vefe ket disakret dirak daoulagad ar broadoù en em gave en o zouez, hag e oan en em roet dezho da anavezout dirazo, evit o zennet eus bro Ejipt.


Ar roue a respontas da Zaniel o lavarout: A-dra-sur ho Toue a zo Doue an doueoù hag Aotrou ar rouaned, hag e tiskuilh an traoù kuzhet, rak ec'h eus gellet diskuliañ an dra guzhet-se.


Nebukadnezar a gomzas o lavarout: Benniget ra vo Doue Shadrak, Meshak hag Abed-Nego, en deus kaset e ael ha dieubet e servijerien o doa fiziet ennañ, o doa torret urzh ar roue ha kinniget o c'horfoù, evit chom hep servijañ hag azeuliñ doue all ebet nemet o Doue!


Bremañ eta, me Nebukadnezar a veul, a uhela hag a ro gloar da Roue an neñvoù, a zo reizh e holl oberennoù hag eeun e hentoù. Eñ a c'hell izelaat ar re a gerzh gant lorc'h.


Met an holl re a vano eus an holl vroadoù deuet a-enep Jeruzalem, a bigno bep bloaz evit stouiñ dirak ar Roue, AOTROU an armeoù, hag evit ober gouel an Tabernakloù.


An diavaeziad a zo o chom en ho touez pe e-touez ho tiskennidi, hag a aozfe ur prof graet dre an tan, ur c'hwezh dudius d'an AOTROU, a aozo anezhañ evel ma profot.


O vezañ savet, ez eas. Ha setu, un Etiopad, un eunuk ministr bras Kandake rouanez Etiopia, merour war hec’h holl deñzorioù, deuet da Jeruzalem evit azeuliñ,


Aotrou AOTROU, kroget ec'h eus da ziskouez da'z servijer da vraster ha da zorn kreñv, rak pehini eo an doue, en neñv ha war an douar, a c'hellfe seveniñ oberennoù ha burzhudoù heñvel ouzh da re?


Hag-eñ ez eus esaeet un doue dont da gemer e-unan ur bobl a-greiz ur bobl all dre amprouennoù, sinoù, mirakloù ha stourmadegoù, dre un dorn kreñv hag ur vrec'h astennet, ha dre spontoù bras, evel kement en deus graet an AOTROU ho Toue en Ejipt dindan ho taoulagad?


O mirit ha grit diouto, rak eno e vo ho furnez hag ho skiant dirak daoulagad ar pobloù, a lavaro o klevout an holl reolennoù-se: Ar vroad vras-mañ eo ar bobl hepken a zo fur ha skiantek!


evit ma ouezo holl bobloù an douar penaos eo kreñv dorn an AOTROU , hag evit ma toujot dalc'hmat an AOTROU ho Toue.


Ar Gananeiz hag holl annezidi ar vro a glevo kement-se hag en em droint a-enep deomp, hag e lamint hon anv a-ziwar an douar. Ha petra a ri evit da anv bras?


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos