Tremen a reas ac'hane etrezek ar menez e sav-heol Betel, hag e fichas e deltennoù etre Betel er c'huzh-heol hag Ai er sav-heol. Sevel a reas eno un aoter d'an AOTROU hag e c'halvas anv an AOTROU.
Jozue 8:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Kemer a reas war-dro pemp mil den a lakaas e ged etre Betel hag Ai, er c'huzh-heol da gêr Ai. |
Tremen a reas ac'hane etrezek ar menez e sav-heol Betel, hag e fichas e deltennoù etre Betel er c'huzh-heol hag Ai er sav-heol. Sevel a reas eno un aoter d'an AOTROU hag e c'halvas anv an AOTROU.
An holl dud a vrezel a oa gantañ a bignas hag a dostaas, hag e teujont a-dal da gêr, hag e kampjont en hanternoz da Ai. An draonienn a oa etrezo hag Ai.
P'o devoe lakaet an dud evel-se, an holl gamp en hanternoz da gêr, hag an dilerc'h er c'huzh-heol da gêr, d'an noz-se, ez eas Jozue e-kreiz an draonienn.