En abeg da-se evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu, e lakaan e Sion ur maen da ziazez, ur maen amprouet, ur maen-korn prizius, ur sol start, hag an hini a gredo ennañ ne hasto ket.
Jozue 6:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Jozue en doa roet urzhioù d'ar bobl o lavarout: Ne laoskot kriadenn ebet, ne reot ket klevout ho mouezh, ne zeuio ger ebet eus ho kenoù, betek an deiz ma lavarin deoc'h: Laoskit kriadennoù! Neuze e youc'hot. |
En abeg da-se evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu, e lakaan e Sion ur maen da ziazez, ur maen amprouet, ur maen-korn prizius, ur sol start, hag an hini a gredo ennañ ne hasto ket.
Ha setu, ez an da gas deoc’h ar pezh en deus va Zad prometet. Met evidoc’h-c’hwi, chomit e kêr Jeruzalem ken ma viot gwisket gant ar galloud eus an nec’h.
Eñ a lavaras dezho: N’eo ket roet deoc’h anavezout an amzerioù pe ar c’houlzioù en deus merket an Tad en e c’halloud e-unan.
Arc'h an AOTROU a reas tro kêr, mont a reas ur wech. Goude e teujont d'ar c'hamp hag e tremenjont an noz er c'hamp.
An dud armet a gerzhe a-raok an aberzhourien a sone gant ar shofaroù, met ar vodadenn a heulie an arc'h; hag e veze sonet gant ar shofaroù e-pad ar gerzhadeg.