hag e oa o chom etrezek ar sav-heol e digor ar gouelec'h, adalek stêr an Eufratez, rak o zropelloù o doa liesaet e bro C'halaad.
Jozue 22:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned hag e lavaras dezho: Distreiñ a rit d'ho teltennoù gant pinvidigezhioù bras ha gant loened niverus, gant arc'hant, gant aour, gant arem, gant houarn, gant dilhad e-leizh; lodennit an diwisk eus hoc'h enebourien gant ho preudeur. |
hag e oa o chom etrezek ar sav-heol e digor ar gouelec'h, adalek stêr an Eufratez, rak o zropelloù o doa liesaet e bro C'halaad.
An AOTROU a startaas ar rouantelezh etre e zaouarn, hag holl Juda a zegase profoù da Jozafad, hag en doe pinvidigezhioù ha gloar e-leizh.
Ezekiaz en doe kalz a binvidigezhioù hag a c'hloar, hag e tastumas teñzorioù arc'hant, aour, mein prizius, louzoù frondus, skoedoù, hag a bep seurt traoù plijus.
Ar preizh a vo daouhanteret etre ar re a zo aet d'ar brezel, a zo bet el lu, hag an holl vodadenn.
Evel-se, va breudeur karet-mat, bezit start, divrall, o labourat muioc’h-muiañ en oberenn an Aotrou, oc’h anavezout penaos n’eo ket didalvoud ho labour en Aotrou.
o priziañ mezhegezh Krist evel ur binvidigezh brasoc’h eget teñzorioù Bro Ejipt, rak gwelout a rae ar gopr.
Hag e renas anezhañ, ha setu, e oant a-stlabez war an holl vro, o tebriñ, oc'h evañ hag o tañsal, en abeg d'ar preizh bras o doa kemeret eus bro ar Filistined hag eus bro Juda.
Piv a selaoufe ouzhoc'h e kement-se? Lod an hini a ziskenn d'ar brezel ha lod an hini a chom da ziwall an traoù a zle bezañ kevatal. Lodennañ a raint a-gevret.