1 Samuel 30:24 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
24 Piv a selaoufe ouzhoc'h e kement-se? Lod an hini a ziskenn d'ar brezel ha lod an hini a chom da ziwall an traoù a zle bezañ kevatal. Lodennañ a raint a-gevret.
hag e lavaras dezho: Distreiñ a rit d'ho teltennoù gant pinvidigezhioù bras ha gant loened niverus, gant arc'hant, gant aour, gant arem, gant houarn, gant dilhad e-leizh; lodennit an diwisk eus hoc'h enebourien gant ho preudeur.
An holl re a oa diaes en o aferoù, an holl re o doa dleoù, hag an holl re a oa c'hwerv o c'halon, en em zastumas gantañ, hag e voe o fenn. Bez' e voe evel-se gantañ war-dro pevar c'hant den.
David a lavaras d'e dud: Ra gemero pep hini ac'hanoc'h e gleze, hag e kemeras pep hini e gleze. David ivez a gemeras e gleze, hag e pignas war-lerc'h David war-dro pevar c'hant den, ha daou c'hant a chomas e-kichen an traoù.
Met David a lavaras: Va breudeur, ne reot ket evel-se diwar-benn ar pezh en deus roet an AOTROU deomp, pa en deus hon miret, hag en deus lakaet etre hon daouarn ar bagad a oa deuet en hon enep.