Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Samuel 30:23 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

23 Met David a lavaras: Va breudeur, ne reot ket evel-se diwar-benn ar pezh en deus roet an AOTROU deomp, pa en deus hon miret, hag en deus lakaet etre hon daouarn ar bagad a oa deuet en hon enep.

Ver Capítulo Copiar




1 Samuel 30:23
16 Referencias Cruzadas  

Lavarout a reas: Me ho ped, va breudeur, na rit ket a zroug!


Setu perak ec'h aberzh d'e roued hag e laka da vogediñ d'e lasoù, rak drezo eo druz e lodenn ha saourus e voued.


Tud breudeur ha tadoù, selaouit bremañ ar pezh am eus da lavarout deoc’h evit va difenn.


Eñ a lavaras: Tud breudeur ha tadoù, selaouit. An Doue a c’hloar en em ziskouezas da Abraham hon tad pa oa e Mezopotamia, a-raok ma chomas e Charan,


Pa ez po debret hag ez po da walc'h, e vennigi an AOTROU da Zoue abalamour d'ar vro vat en devo roet dit.


Ra ne lavari ket ez kalon: Va nerzh ha galloud va dorn o deus prenet din ar madoù-se.


Az pez soñj eus an AOTROU da Zoue, rak eñ eo a roio dit an nerzh da brenañ madoù, evit kadarnaat an emglev en deus touet da'z tadoù, evel m'emañ hiziv.


An den, mestr an ti, a yeas er-maez d'o c'havout hag a lavaras dezho: Nann, va breudeur, na rit ket an droug me ho ped, pa'z eo deuet an den-se em zi, na rit ket ar fallagriezh-se.


An AOTROU a baoura hag a binvidika. Eñ a izela hag a uhela.


Met an holl dud drouk ha fall, a-douez ar re a oa aet gant David, a respontas o lavarout: Pa n'int ket deuet ganeomp, ne roimp dezho netra eus ar preizh hon eus dastumet, nemet da bep hini e wreg hag e vugale. Ra o c'hemerint, ha ma'z aint kuit.


Piv a selaoufe ouzhoc'h e kement-se? Lod an hini a ziskenn d'ar brezel ha lod an hini a chom da ziwall an traoù a zle bezañ kevatal. Lodennañ a raint a-gevret.


Neuze David a c'houlennatas an AOTROU o lavarout: Ha redek a rin war-lerc'h ar bagad-se? Ha tapout a rin anezho? Hag e respontas dezhañ: Red war o lerc'h, rak a-dra-sur e tapi anezho, hag e tieubi.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos