Jozue 21:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Reiñ a rejont eta diwar veuriad mibien Juda ha diwar veuriad mibien Simeon ar c'hêrioù-mañ, a vo galvet dre o anvioù. |
Reiñ a rejont dre ar sord, eus meuriad mibien Juda, eus meuriad mibien Simeon, eus meuriad mibien Benjamin, ar c'hêrioù-se a zo merket dre o anvioù.
Ha dindanañ e oa Eden, Minjamin, Jozue, Shemaja, Amaria ha Shekania, e kêrioù an aberzhourien, evit lodennañ gant fealded d'o breudeur hervez o c'hevrennoù, d'ar re vras ha d'ar re vihan,
Evit mibien Aaron, eus tiegezh ar Gehatited, a oa mibien Levi, a voe al lodenn gentañ degouezhet evito,
Ar sord a zegouezhas da diegezhioù ar Gehatited. Ha mibien Aaron an aberzhour, a-douez al Levited, o doe dre ar sord trizek kêr, diwar veuriad Juda, diwar veuriad Simeon ha diwar veuriad Benjamin.
Mibien Israel a roas d'al Levited, dre ar sord, ar c'hêrioù-se gant an douaroù tro-dro, evel m'en doa gourc'hemennet an AOTROU dre c'henoù Moizez.