Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Jozue 21:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

8 Mibien Israel a roas d'al Levited, dre ar sord, ar c'hêrioù-se gant an douaroù tro-dro, evel m'en doa gourc'hemennet an AOTROU dre c'henoù Moizez.

Ver Capítulo Copiar




Jozue 21:8
11 Referencias Cruzadas  

Simeon ha Levi a zo breudeur, o c'hlezeier a zo binvioù a daerded.


Milliget ra vo o c'hounnar rak taer e voe, hag o fulor rak kriz e voe! O rannañ a rin e Jakob hag o stlabezañ a rin en Israel.


Taolet e vez d'ar sord e pleg ar sae, met a-berzh an AOTROU eo e teu an disoc'hoù.


Ar sord a echu an tabutoù, hag a ra al lodennoù etre ar re c'halloudek.


Mibien Gad ha mibien Ruben a zeuas da gomz ouzh Moizez, ouzh Eleazar an aberzhour hag ouzh priñsed ar vodadenn o lavarout:


Lodennañ a reot ar vro dre ar sord evel hêrezh d'ho tiegezhioù. D'ar re a zo e niver bras e roiot un hêrezh vrasoc'h, d'ar re a zo e niver bihan e roiot un hêrezh vihanoc'h. Pep hini a resevo ar pezh a vo degouezhet dezhañ dre ar sord. Hoc'h hêrezh ho po hervez meuriad ho tadoù.


Hag o devo ar c'hêrioù-se evit chom enno, an douaroù a vo evit o chatal, evit o madoù hag evit o loened.


Grit un tres eus ar vro e seizh lodenn, hag e tegasot anezhañ din amañ. Hag e taolin ar sord evidoc'h, amañ, dirak an AOTROU hon Doue.


Mibien Israel a roas eus o hêrezh d'al Levited, hervez gourc'hemenn an AOTROU , ar c'hêrioù-mañ gant an douaroù tro-dro.


Mibien Merari, hervez o ziegezhioù, o doe daouzek kêr diwar veuriad Ruben, diwar veuriad Gad ha diwar veuriad Zabulon.


Reiñ a rejont eta diwar veuriad mibien Juda ha diwar veuriad mibien Simeon ar c'hêrioù-mañ, a vo galvet dre o anvioù.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos