Ha dindanañ e oa Eden, Minjamin, Jozue, Shemaja, Amaria ha Shekania, e kêrioù an aberzhourien, evit lodennañ gant fealded d'o breudeur hervez o c'hevrennoù, d'ar re vras ha d'ar re vihan,
Ar sord a zegouezhas da diegezhioù ar Gehatited. Ha mibien Aaron an aberzhour, a-douez al Levited, o doe dre ar sord trizek kêr, diwar veuriad Juda, diwar veuriad Simeon ha diwar veuriad Benjamin.