Milliget ra vo o c'hounnar rak taer e voe, hag o fulor rak kriz e voe! O rannañ a rin e Jakob hag o stlabezañ a rin en Israel.
Jozue 21:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Mibien Israel a roas eus o hêrezh d'al Levited, hervez gourc'hemenn an AOTROU , ar c'hêrioù-mañ gant an douaroù tro-dro. |
Milliget ra vo o c'hounnar rak taer e voe, hag o fulor rak kriz e voe! O rannañ a rin e Jakob hag o stlabezañ a rin en Israel.
An holl gêrioù a roiot d'al Levited a vo eizh kêr ha daou-ugent, ar c'hêrioù gant o douaroù.
hag e komzjont outo e Silo, e bro Ganaan, o lavarout: An AOTROU en deus gourc'hemennet dre c'henoù Moizez reiñ deomp kêrioù evit chom enno, gant an douaroù tro-dro evit hol loened.
Ar sord a zegouezhas da diegezhioù ar Gehatited. Ha mibien Aaron an aberzhour, a-douez al Levited, o doe dre ar sord trizek kêr, diwar veuriad Juda, diwar veuriad Simeon ha diwar veuriad Benjamin.
Holl gêrioù al Levited e-kreiz dalc'hoù mibien Israel: eizh kêr ha daou-ugent gant o douaroù.