41 Holl gêrioù al Levited e-kreiz dalc'hoù mibien Israel: eizh kêr ha daou-ugent gant o douaroù.
Milliget ra vo o c'hounnar rak taer e voe, hag o fulor rak kriz e voe! O rannañ a rin e Jakob hag o stlabezañ a rin en Israel.
Mibien Israel a roas d'al Levited ar c'hêrioù-se gant o fabourzioù.
Kelenn a raint da varnedigezhioù da Jakob, ha da lezenn da Israel. Lakaat a raint ar c'hwezh-vat dindan da zivfron, hag al loskaberzh war da aoter.
Mibien Israel a roas eus o hêrezh d'al Levited, hervez gourc'hemenn an AOTROU , ar c'hêrioù-mañ gant an douaroù tro-dro.
Holl gêrioù tiegezhioù mibien Merari, tiegezhioù all al Levited, o lodenn a voe daouzek kêr.
Pep hini eus ar c'hêrioù-se he devoa he douaroù tro-dro; evel-se e oa evit an holl gêrioù-se.