42 Pep hini eus ar c'hêrioù-se he devoa he douaroù tro-dro; evel-se e oa evit an holl gêrioù-se.
Holl gêrioù al Levited e-kreiz dalc'hoù mibien Israel: eizh kêr ha daou-ugent gant o douaroù.
An AOTROU a roas da Israel an holl vro en doa touet reiñ d'o zadoù. He ferc'hennjont hag e voent o chom enni.