Jozue 19:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned An eil sord a zegouezhas da Simeon, evit meuriad mibien Simeon, hervez o ziegezhioù, hag o hêrezh a voe e-kreiz hêrezh mibien Juda. |
Kêrioù e dibenn meuriad mibien Juda war-zu harz Edom, er c'hreisteiz a oa: Kabzeel, Eder, Jagur,
Zela, Elef, Jebuz, a zo Jeruzalem, Gibead, Kirjad. Ar c'hêrioù-se: pevarzek, gant o c'hêriadennoù. Hennezh e voe hêrezh mibien Benjamin, hervez o ziegezhioù.
Hêrezh mibien Simeon a voe kemeret diwar lodenn mibien Juda, rak lodenn mibien Juda a oa re vras evito, hag hêrezh mibien Simeon a voe e-kreiz o hêrezh.
a veuriad Simeon, daouzek mil merket gant ar siell; a veuriad Levi, daouzek mil merket gant ar siell; a veuriad Isakar, daouzek mil merket gant ar siell;