En deiz-se, an AOTROU a reas un emglev gant Abram, o lavarout: Me a ro ar vro-mañ da'z lignez, adalek stêr an Ejipt betek ar stêr vras, ar stêr Eufratez,
Jozue 15:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned hag e tremene dre Azmon, hag ez ae da froud an Ejipt; dibenn an harz a oa ar mor. Hennezh e voe an harz kreisteiz. |
En deiz-se, an AOTROU a reas un emglev gant Abram, o lavarout: Me a ro ar vro-mañ da'z lignez, adalek stêr an Ejipt betek ar stêr vras, ar stêr Eufratez,
Salomon a lidas ar gouel en amzer-se, hag holl Israel gantañ. Bez' e oa ur vodadenn vras-meurbet, deuet adalek trowardroioù Hamad betek froud an Ejipt, dirak an AOTROU hon Doue, e-pad seizh deiz ha seizh deiz all, da lavarout eo e-pad pevarzek deiz.
Hag e lakain da harzoù adalek ar Mor Ruz betek Mor ar Filistined, hag adalek ar gouelec'h betek ar stêr, rak lakaat a rin etre ho taouarn tud ar vro hag o c'hasin kuit dirazout.
En deiz-se e tiskaro an AOTROU ar frouezh, adalek red ar stêr Eufratez betek froud an Ejipt, hag e viot dastumet hini hag hini, o mibien Israel!
adalek ar Shihor a red a-dal d'an Ejipt betek harz Ekron war-zu an hanternoz, kontet evel Kananeat ez eus pemp penn-bras ar Filistined: hini Gaza, hini Asdod, hini Askalon, hini Gath hag hini Ekron; an Aviz
hag ez ae e kreisteiz krec'hienn Akrabim, hag e tremene dre Zin, hag e pigne da greisteiz Kadesh-Barnea, hag e tremene dre Hezron, hag e pigne da Adar, hag e troe da Garkaa,
Asdod, gant he c'hêrioù hag he c'hêriadennoù, Gaza, gant he c'hêrioù hag he c'hêriadennoù, betek froud an Ejipt hag ar Mor Bras, a zo an harz.