Jozue 10:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned en doe aon-meurbet, rak Gabaon a oa ur gêr vras, evel unan eus ar c'hêrioù roueel; brasoc'h e oa eget Ai hag hec'h holl dud a oa kadarn. |
Ar pezh a ra aon d'an hini drouk en em gavo gantañ, met c'hoant ar re reizh a vo roet dezho.
Den ne zalc'ho dirazoc'h. An AOTROU ho Toue a skuilho aon ha spont ouzhoc'h dre ar vro a vac'hot warni, evel m'en deus lavaret.
Adal hiziv ez an da skuilhañ spont hag aon ac'hanout war ar pobloù dindan an neñv a-bezh, en doare ma krenint ha ma vint spontet o klevout komz diwar da benn.
Holl bobloù an douar a welo penaos eo anv an AOTROU galvet warnout, hag e toujint ouzhit.
Hag e lavarjont da Jozue: A-dra-sur an AOTROU en deus lakaet an holl vro etre hon daouarn, holl annezidi ar vro o deus kollet kalon dirazomp.
Neuze e respontjont da Jozue o lavarout: Lavaret eo bet da'z servijerien penaos an AOTROU da Zoue en doa gourc'hemennet da Voizez e servijer, reiñ deoc'h an holl vro ha lakaat d'ar marv he holl dud dirazoc'h, hag hon eus bet aon-meurbet evit hor buhez dirazoc'h, hag hon eus graet kement-se.
David a lavaras da Akish: Mar em eus kavet trugarez dirak da zaoulagad, ra vo roet din ul lec'h en unan eus kêrioù ar vro-mañ, ma chomin eno. Rak perak e chomfe da servijer e kêr ar roue ganit?