Ar c'hilheien-raden a bignas war holl vro Ejipt hag a blavas war holl zouar an Ejipt en un niver gwall vras. A-raok ne oa ket bet un hevelep berniad, na goude ne vo ket.
Joel 2:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Hag en em strewint e kêr, o redek war ar mogerioù, o pignat war an tiez, hag o vont dre ar prenestroù evel laeron. |
Ar c'hilheien-raden a bignas war holl vro Ejipt hag a blavas war holl zouar an Ejipt en un niver gwall vras. A-raok ne oa ket bet un hevelep berniad, na goude ne vo ket.
hag e leugnint da diez, tiez da holl servijerien ha tiez an holl Ejipsianed; ar pezh n'o deus ket gwelet da dadoù, na tadoù da dadoù adalek an deiz ma'z int bet war an douar betek hiziv. Neuze e tistroas hag ez eas kuit eus ti Faraon.
Rak ar marv a zo pignet dre hor prenestroù, deuet eo en hor palezioù, o lazhañ ar vugale er straedoù hag an dud yaouank el leurennoù.
An eil ne vounto ket egile, pep hini a ya gant e hent, en em deurel a raint a-dreuz ar goafioù hep bezañ gloazet.
E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc’h, an hini na ya ket e kraou an deñved dre an nor, met a bign dre ul lec’h all, a zo ul laer hag ur brigant.