Joel 1:16 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ar boued, ha n'eo ket lamet kuit a-zindan hon daoulagad, hag ar joa hag al levenez eus ti hon Doue? |
Mont a rin etrezek aoter Doue, etrezek Doue, va joa ha va levenez. Ha da veuliñ a rin gant an delenn, o Doue, va Doue!
Setu, e karez ar wirionez er galon, hag ec'h eus roet din da anavezout ar furnez e-barzh ennon.
Hag en deiz-se e responto hemañ o lavarout: Ne vin ket ur medisin, em zi n'eus na bara na mantell, na'm lakait ket da benn war ar bobl!
En em c'hourizit ha dougit kañv, aberzhourien! Hirvoudit, servijerien an aoter! Deuit ha tremenit an noz gwisket a seier, servijerien va Doue! Rak difennet eo ouzh an donezon hag an evadkinnig dont e ti ho Toue.