Neuze ec'h azezjont da zebriñ bara. O sevel o daoulagad, e weljont ur strollad Ismaeliz o tont eus Galaad, o c'hañvaled bec'hiet gant louzoù-frondus, balzam ha mir, a yae d'o c'has d'an Ejipt.
Jeremiaz 8:22 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ha n'eus ket a valzam e Galaad? Ha n'eus ket a vedisin eno? Perak eta n'eo ket yac'haet gouli merc'h va fobl? |
Neuze ec'h azezjont da zebriñ bara. O sevel o daoulagad, e weljont ur strollad Ismaeliz o tont eus Galaad, o c'hañvaled bec'hiet gant louzoù-frondus, balzam ha mir, a yae d'o c'has d'an Ejipt.
Israel o zad a lavaras: Mard eo evel-se, grit eta kement-mañ: Kemerit en ho seier eus gwellañ frouezh ar vro ha kasit ur prof d'an den-se: un nebeudad balzam, un nebeudad mel, louzoù-frondus, mir, pistachez hag alamandez.
Ha distaolet ez pefe Juda evit biken? Ha bez' en defe da ene heug ouzh Sion? Perak e skoez warnomp hep ma vefe yec'hed ebet evidomp? Gortoz a reomp ar peoc'h, met n'eus netra vat, amzer ar yec'hed, met setu ar spont.
Rak evel-henn e komz an AOTROU diwar-benn ti roue Juda: Bez' ez out evidon evel Galaad, evel lein al Liban, met a-dra-sur e rin ac'hanout ur gouelec'h, kêrioù didud.
Pign da C'halaad da gemer balzamoù, gwerc'hez merc'h an Ejipt! En aner e liesaez al louzeier, ne vi ket pareet.
A-daol-trumm eo kouezhet Babilon, freuzet eo. Huanadit warni, kemerit balzam evit he gouli, marteze e pareo.
Evel ma strink ur feunteun he doureier, evel-se e strink he drougiezh. Ne vez klevet enni nemet taerder ha distruj, hag e vez dalc'hmat dirazon gloazioù ha goulioù.
O! Perak n'eo ket va fenn evel dour, ha va daoulagad evel ur feunteun a zaeroù? Gouelañ a rafen deiz ha noz war re varv merc'h va fobl.
Hag e rin eus Jeruzalem dismantroù, eno e vo toulloù evit an aourgon, treiñ a rin kêrioù Juda e lec'hioù dilaosket, hep den o chom enno.
Petore testeni a ginnigin dit? Gant petra ez keñveriin, merc'h Jeruzalem? Ouzh petra ez hañvalin evit da frealziñ, gwerc'hez merc'h Sion? Rak da c'houli a zo bras evel ar mor, ha piv az pareo?
Juda ha bro Israel a zo bet da varc'hadourien, oc'h eskemm gwinizh eus Minnid, pastezerezh, mel, eoul ha balzam ouzh da varc'hadourezh.
Mibien Ruben ha mibien Gad o doa un niver dreistkont a dropelloù, hag e weljont e oa bro Jaezer ha bro C'halaad ul lec'h dereat evit al loened.
Ur wreg klañv gant an diwadañ daouzek vloaz a oa, hag he doa dispignet he holl vadoù gant medisined hep gallout bezañ yac’haet gant hini ebet,