La Biblia Online

Anuncios


Toda la Biblia A.T. N.T.




Jeremiaz 52:25 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

Hag eus kêr e kemeras ur spazhad a oa karget eus an dud a vrezel, ha seizh den eus ar re a wele dremm ar roue hag en em gave e kêr, ha penn-skrib an arme a engouestle pobl ar vro, ha tri-ugent den a-douez pobl ar vro en em gave e kêr.

Ver Capítulo



Jeremiaz 52:25
4 Referencias Cruzadas  

Hag eus kêr e kemeras ur spazhad a oa karget eus an dud a vrezel, ha pemp den eus ar re a wele dremm ar roue hag en em gave e kêr, ha penn-skrib an arme a engouestle pobl ar vro, ha tri-ugent den a-douez pobl ar vro en em gave e kêr.


Ar re dostañ outañ a oa Karshena, Shetar, Admata, Tarsiz, Merez, Marsena ha Memukan, seizh priñs eus Persia hag eus Media, a wele dremm ar roue, hag a zalc'he ar renk kentañ er rouantelezh.


Baruk a lennas el levr komzoù Jeremiaz e ti an AOTROU, e kambr Gemaria mab Shafan ar skrib, el leurenn uhelañ, ouzh toull dor Nevez ti an AOTROU, ouzh divskouarn an holl bobl.


Diwallit da zisprizañ nikun eus ar vugaligoù-mañ, rak me a lavar deoc’h penaos o aeled en neñvoù a wel dalc’hmat dremm va Zad a zo en neñvoù.