Jeremiaz 51:64 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned hag e lavari: Evel-se e vo beuzet Babilon, ha n'adsavo ket eus an droug ez an da lakaat da zont warni. Bec'hiet e vint! Betek amañ emañ komzoù Jeremiaz. |
Grit gouestloù hag o sevenit d'an AOTROU ho Toue. Ra zegaso an holl re a zo en-dro dezhañ profoù d'an Hini burzhudus.
Skuizhet out bet gant kement a guzulioù. Ra en em ziskouezo ar re a c'houlenn ouzh an neñvoù, a evesha ouzh ar stered, a ro da c'houzout da bep loar nevez, ra zieubint ac'hanout eus ar pezh a ya da c'hoarvezout ganit.
Kemer ar gouriz ac'h eus prenet hag a zo war da zivgroazell, sav ha kae etrezek an Eufratez, hag eno e kuzhi anezhañ e faoutenn ur roc'h.
Lavarout a ri dezho: Evel-henn e komz AOTROU an armeoù, Doue Israel: Evit ha bezit mezv, dislonkit ha kouezhit hep adsevel, en abeg d'ar c'hleze a gasin en ho touez.
Evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Mogerioù Babilon, ken ledan, a vo diskaret en o fezh, o dorojoù, ken uhel, a vo devet dre an tan. Evel-se ar pobloù o devo labouret en aner, hag ar broadoù o devo skuizhet evit an tan.
Pep hini a ra goap eus e nesañ, ne lavaront ket ar wirionez, graet o deus d'o zeod lavarout gevier, aet int skuizh oc'h ober an droug.
An holl re a anavez ac'hanout, e-touez ar pobloù, a vo sabatuet diwar da benn; bez' e vi ur saouzan, ha ne vi ken, biken!
Setu, ha n'eo ket dre volontez AOTROU an armeoù e labour ar pobloù evit an tan, ha ma en em skuizh ar broadoù evit netra?
Un ael all a heulie o lavarout: Kouezhet eo, kouezhet eo, Babilon ar gêr vras, abalamour m’he deus roet da evañ d’an holl vroadoù eus gwin fulor he gastaouerezh.
Gant ur vouezh kreñv hag uhel e krias o lavarout: Kouezhet eo, kouezhet eo Babilon vras, deuet eo da vezañ ur chomlec’h d’an diaouled, un toull-kuzh da bep spered hudur ha da bep labous dic’hlan hag euzhus.
Un ael galloudek a gemeras ur maen evel ur maen-milin hag a daolas anezhañ er mor, o lavarout: Evel-se e vo taolet d’an traoñ gant buander Babilon, ar gêr vras, ha ne vo kavet ken.