Jeremiaz a skrivas en ul levr an holl zroug a zlee dont war Vabilon, an holl gomzoù-mañ skrivet a-enep Babilon.
Jeremiaz 51:61 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Jeremiaz a lavaras da Seraja: Pa vi erru e Babilon, e selli hag e lenni an holl gomzoù-mañ, |
Jeremiaz a skrivas en ul levr an holl zroug a zlee dont war Vabilon, an holl gomzoù-mañ skrivet a-enep Babilon.
hag e lavari: AOTROU, lavaret ec'h eus diwar-benn al lec'h-mañ e vo distrujet, en doare na chomo ennañ na den na loen, met ma vo ur gouelec'h da viken.
Evel ma’z ae Jezuz kuit eus an templ, e ziskibien a dostaas outañ evit diskouez dezhañ savadurioù bras an templ.
Evel ma’z ae Jezuz kuit eus an templ, unan eus e ziskibien a lavaras dezhañ: Mestr, sell pebezh mein ha pebezh tiez!
Goude ma vo al lizher-mañ bet lennet en ho touez, grit ma vo lennet ivez en Iliz al Laodikeiz ha ma lennot c’hwi ivez an hini eus Laodikea.
Hoc’h aspediñ a ran dre an Aotrou, ra vo lennet al lizher-mañ d’an holl vreudeur santel.
Eürus an hini a lenn hag ar re a selaou gerioù an diougan-mañ, hag a vir an traoù a zo bet skrivet ennañ, rak an amzer a zo tost.