Jeremiaz 51:55 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned rak ez a an AOTROU da wastañ Babilon, da lakaat da baouez enni ar vouezh vras. O c'hoummoù a c'hrozmol evel doureier bras, trouz o mouezh a dregern, |
Diougan diwar-benn Moab. En un nozvezh Ar-Moab a zo bet distrujet, kaset da get; en un nozvezh Kir-Moab a zo bet distrujet, kaset da get.
Ar broadoù a ra safar evel ar safar eus kalz a zoureier, met Eñ a c'hourdrouz anezho, hag e tec'hont pell, kaset kuit evel plouz ar menezioù gant an avel, evel poultr gant ar barr-amzer.
Azez sioul, tec'h en deñvalijenn, merc'h ar Galdeiz, rak ne vi ken anvet pennrouanez ar rouantelezhioù.
Hag e lakain da baouez en o zouez mouezh ar joa ha mouezh al levenez, mouezh ar paotr-nevez ha mouezh ar plac'h-nevez, trouz ar mein-milin ha sklerijenn al lampoù.
evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu em eus droug ouzhit, Tir, hag e lakain meur a vroad da bignat a-enep dit, evel ma laka ar mor e goummoù da bignat.
Bez’ e vo sinoù en heol, el loar hag er stered. Ha war an douar, ar vroadoù a vo en nec’hamant, ha ne ouezint petra d’ober e-keñver ar mor hag e donnoù oc’h ober un trouz bras.
Lavarout a reas din: An doureier ac’h eus gwelet, ma’z eo azezet ar c’hast warno, a zo pobloù, engroezioù, broadoù ha yezhoù.