Ar sec'hor a zo war he doureier: ra vankint! Rak ur vro a idoloù eo, sot int gant o idoloù euzhus.
Jeremiaz 51:52 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Setu perak e teu an deizioù, eme an AOTROU, ma kastizin he skeudennoù kizellet, hag ar c'hloazidi d'ar marv a glemmo dre ar vro holl. |
Ar sec'hor a zo war he doureier: ra vankint! Rak ur vro a idoloù eo, sot int gant o idoloù euzhus.
Setu perak e teu an deizioù ma kastizin skeudennoù kizellet Babilon, hec'h holl vro a vo mezhekaet, hec'h holl c'hloazidi d'ar marv a gouezho en he c'hreiz.
Kas a rin ar vosenn en he c'hreiz, hag ar gwad en he straedoù. Ar c'hloazidi a gouezho en he c'hreiz dre ar c'hleze a skoio anezhi a bep tu, hag e ouezint ez on me an AOTROU.
Nerzhekaat a rin divrec'h roue Babilon, hag e lakain va c'hleze en e zorn, met e torrin divrec'h Faraon, a laosko hirvoudoù dirazañ evel un den gloazet d'ar marv.