Jeremiaz 51:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ra gouezhint ar c'hloazidi d'ar marv war zouar ar C'haldeiz, ha re doullet en he straedoù! |
met te a zo bet taolet pell diouzh da vez, evel ur vroustenn hakr, evel dilhad ar re doullet gant ar c'hleze hag a vez taolet war mein ar poull, evel ur c'horf marv mac'het gant an treid.
Setu perak he zud yaouank a gouezho en he straedoù, hag an holl dud a vrezel a soeto en deiz-se, eme an AOTROU.
Setu perak he zud a zibab a gouezho war he leurioù, hag hec'h holl dud a vrezel a vo kaset da get en deiz-se, eme an AOTROU.
Ar c'hleze a zo war he c'hezeg, war he c'hirri ha war an dud a bep meskaj a zo en o zouez: ra zeuint da vezañ evel maouezed! Ar c'hleze a zo war he zeñzorioù: ra vint preizhet!
Pa savfe Babilon betek an neñvoù, pa lakafe digemeradus lein he c'hreñvlec'h, an distrujerien a yelo enni eus va ferzh, eme an AOTROU.