Ober a rin anezhi un toull evit an heureuchined, ur c'heun, he skubañ a rin gant skubell an distruj, eme AOTROU an armeoù.
Jeremiaz 50:39 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Loened gouez ar gouelec'h o devo eno o zoulloù gant an aourgon, ar struskañvaled a zeuio da chom eno, ne vo biken tud o chom eno, ne vo ken annezet a oad da oad. |
Ober a rin anezhi un toull evit an heureuchined, ur c'heun, he skubañ a rin gant skubell an distruj, eme AOTROU an armeoù.
Hag e c'hoarvezo, pa vo sevenet an dek vloaz ha tri-ugent, ma kastizin roue Babilon hag ar vroad-se, eme an AOTROU, en abeg d'o direizhder. Me a gastizo bro ar Galdeiz, hag e rin anezhi ur gouelec'h peurbadus.
Rak ur vroad a bign a-enep dezhi eus an hanternoz, lakaat a raio he bro da vezañ ur gouelec'h, ha ne vo den o chom enni. Den ha loen a dec'ho, mont a raint kuit.
Ne vo tennet diouzhit na maen-korn na maen-diazez, met e vi ur rivin peurbadus, eme an AOTROU.
He c'hêrioù a zo deuet ur gouelec'h, un douar sec'h, digenvez, ne vo den o chom enno, ha mab-den ebet ne dremeno drezo.
Gant ur vouezh kreñv hag uhel e krias o lavarout: Kouezhet eo, kouezhet eo Babilon vras, deuet eo da vezañ ur chomlec’h d’an diaouled, un toull-kuzh da bep spered hudur ha da bep labous dic’hlan hag euzhus.