Kounnar an AOTROU a entanas a-enep Israel, hag e lakaas anezho etre daouarn Hazael roue Siria hag etre daouarn Ben-Hadad mab Hazael, e-pad an holl amzer-se.
Jeremiaz 49:27 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Me a enaouo an tan e mogerioù Damask, hag e lonko palezioù Ben-Hadad. |
Kounnar an AOTROU a entanas a-enep Israel, hag e lakaas anezho etre daouarn Hazael roue Siria hag etre daouarn Ben-Hadad mab Hazael, e-pad an holl amzer-se.
An AOTROU a roas eta un dieuber da Israel, hag en em dennjont eus mestroniezh ar Siriz. Ha mibien Israel a chomas en o zeltennoù evel diagent.
Hag ec'h enaouin an tan e tiez doueoù an Ejipt. Eñ a zevo anezho hag a harluo anezho; en em wiskañ a raio gant bro Ejipt evel ar mesaer a wisk e zilhad, hag ez aio kuit e peoc'h.
An hini lorc'hus a vrañsello hag a gouezho, ha den n'adsavo anezhi, hag ec'h enaouin un tan en he c'hêrioù. Lonkañ a raio hec'h holl drowardroioù.