An hini a ra goap ouzh ar paour a zismegañs e grouer, hag an hini a laouena eus ur gwalleur ne chomo ket digastiz.
Jeremiaz 49:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Rak evel-henn e komz an AOTROU: Setu, ar re na oant ket barnet da evañ an hanaf a evo anezhañ, ha te a vefe ezdalc'het? Ne vi ket ezdalc'het, met a-dra-sur evañ a ri anezhañ. |
An hini a ra goap ouzh ar paour a zismegañs e grouer, hag an hini a laouena eus ur gwalleur ne chomo ket digastiz.
Rak evel-henn en deus lavaret an AOTROU, Doue Israel, din: Kemer eus va dorn an hanaf-mañ a win a gounnar, ha ro dioutañ da evañ d'an holl bobloù ma ez kasin etrezek enno.
Rak me a zo ganit, eme an AOTROU, evit da zieubiñ. Peurzistrujañ a rin an holl vroadoù am boa da stlabezet en o zouez, met te, ne zistrujin ket ac'hanout holl, da gastizañ a rin gant muzul, met ne'z talc'hin ket evit didamall.
Ha te, Jakob va servijer, na'z pez ket aon, na spont ket, Israel! Rak setu, me a zieubo ac'hanout eus un douar pell, ha da lignez eus bro o harlu. Jakob a zistroio hag a vo en diskuizh hag en e aes.
Rak evel ma hoc'h eus evet war va menez santel, evel-se an holl vroadoù a evo dalc'hmat. Ya, evañ a raint, lonkañ a raint, hag e vint evel ma ne vijent ket bet.
Jezuz a respontas: N’ouzoc’h ket ar pezh a c’houlennit. Ha gallout e c’hellit evañ an hanaf a dlean evañ ha bezañ badezet eus ar vadeziant ma tlean bezañ badezet ganti? Int a lavaras dezhañ: Ni a c’hell.