Pignat a reer war-zu Bajid ha war-zu Dibon, war an uhellec'hioù da ouelañ. Moab a hirvoudo war Nebo ha war Nedeba, an holl bennoù a vo touzet, an holl varvoù a vo troc'het.
Jeremiaz 48:22 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned war Zibon, war Nebo, war Vet-Diblataim, |
Pignat a reer war-zu Bajid ha war-zu Dibon, war an uhellec'hioù da ouelañ. Moab a hirvoudo war Nebo ha war Nedeba, an holl bennoù a vo touzet, an holl varvoù a vo troc'het.
Diwar-benn Moab, evel-henn e komz AOTROU an armeoù, Doue Israel: Gwalleur da Nebo, rak gwastet eo! Kirjataim a zo mezhek, tapet eo. Ar gêr greñv a zo mezhet ha spontet.
Diskenn eus da c'hloar hag azez war an douar krazet, annezadez, merc'h Dibon! Rak distrujer Moab a bign a-enep dit, diskaret en deus da greñvlec'hioù.
Astenn a rin va dorn warno, hag e lakain ar vro da vezañ gwastet, krinoc'h eget gouelec'h Dibla, hag e ouezint ez on me an AOTROU.
Strinket hon eus warno, Hesbon a zo kollet betek Dibon, distrujet holl hon eus betek Nofak, betek Medeba.