Hesbon hag Eleale a hirvoudo, o mouezh a vo klevet betek Jahaz, brezelourien Moab a laosko kriadennoù, e ene a greno,
Jeremiaz 48:21 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned hag ez eo deuet ar varn war vro ar blaenenn, war Holon, war Jahaz, war Vefaad, |
Hesbon hag Eleale a hirvoudo, o mouezh a vo klevet betek Jahaz, brezelourien Moab a laosko kriadennoù, e ene a greno,
En abeg da c'harmoù Hesbon e reont klevout o mouezh betek Eleale ha betek Jahaz, adalek Zoar betek Horonajim ha betek Eglad-Shelishija, rak doureier Nimrim a vo ivez glac'haret.
An distrujer a yelo en holl gêrioù, ha kêr ebet na dec'ho. An draonienn a vo rivinet hag ar blaenenn a vo distrujet, hervez ar pezh en deus lavaret an AOTROU.
en abeg da-se e tigoran kostez Moab, an hini ouzh he c'hêrioù, he c'hêrioù-harz, kaerder ar vro, Bet-Jeshimod, Baal-Meon, Kirjataim,
Setu perak, me a zo bev! eme AOTROU an armeoù, Doue Israel, Moab a vo evel Sodom ha mibien Ammon evel Gomora, ul lec'h goloet a linad, ur vengleuz holen, ur glac'har da viken. Nemorant va fobl o freizhataio, ha nemorant va broad o ferc'henno.
Sihon ne lezas ket Israel da dremen dre e harzoù. Sihon a zastumas e holl bobl hag a yeas war-ziarbenn Israel er gouelec'h; dont a reas da Jahaz hag e stourmas ouzh Israel.
Nebo, Baal-Meon, a voe cheñchet o anv, Sibma; hag e rojont anvioù d'ar c'hêrioù a savjont.