Kement-se dre m'o deus va dilezet, dre m'o deus stouet dirak Astarte doueez ar Sidoniz, dirak Kemosh doue Moab, dirak Milkom doue mibien Ammon, ha dre ma n'o deus ket kerzhet em hentoù, evit ober ar pezh a zo reizh dirak va daoulagad hag evit mirout va reolennoù ha va barnedigezhioù evel David e dad.
Elia a lavaras dezho: Krogit e profeded Baal, ra ne dec'ho ket unan anezho! Kregiñ a rejont eta enno, hag Elia a reas dezho diskenn da froud Kison, e-lec'h ma lazhas anezho.
Neuze kounnar an AOTROU a entanas a-enep Amazia, hag e kasas etrezek ennañ ur profed a lavaras dezhañ: Perak ec'h eus klasket doueoù ar bobl-se, pa n'o deus ket gellet dieubiñ o fobl eus da zorn?
En em zastumit ha deuit, tostait a-unvan, c'hwi hag a zo en em dennet eus ar broadoù. N'anavezont netra ar re a zoug koad o skeudenn gizellet, hag a gas o fedenn d'un doue na savete ket.
Ha ne berc'hennez ket ar pezh en deus roet dit da berc'hennañ Kemosh da zoue? Ni a berc'henno ar vro eus an holl re en deus kaset kuit an AOTROU hon Doue dirazomp.