Jeremiaz 45:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Lavaret ec'h eus: Gwalleur din! Rak an AOTROU a laka glac'har war va foan. Faezhet on bet o hirvoudiñ, ha ne'm eus ket kavet an diskuizh. |
Va Doue, va ene a zo trist ennon. Setu perak em eus soñj ac'hanout eus douar ar Jordan hag an Hermon, eus menez Mizar.
Sankañ a ran en ur fankigell don, e-lec'h ma kollan sont. Aet on e donder an doureier hag an tonnoù o deus va goloet.
O! Perak n'eo ket va fenn evel dour, ha va daoulagad evel ur feunteun a zaeroù? Gouelañ a rafen deiz ha noz war re varv merc'h va fobl.
Eus an nec'h en deus kaset em eskern un tan a lonk anezho. Stegnet en deus ur roued dindan va zreid. Graet en deus din kouezhañ en a-dreñv ha bezañ mantret ha dinerzh bemdez.
Ra zeuio o holl zrougiezh dirazout. Gra dezho evel m'ec'h eus graet din en abeg da'm holl zisentidigezh. Niverus eo va huanadoù ha dinerzh va c'halon.
Dre-se, o kaout ar ministrerezh-mañ hervez an drugarez a zo bet graet deomp, ne gollomp ket kalon.
Dre-se ne gollomp ket kalon. Ha petra bennak en em zistruj hon den a-ziavaez, hon den a-ziabarzh en em nevesa a zeiz da zeiz.
N’en em skuizhomp ket oc’h ober ar mad, rak e vedimp en amzer dereat, ma n’en em zistardomp ket.