En o holl enkrezioù eo bet enkrezet, ael e zremm en deus o dieubet, eñ e-unan en deus o dasprenet en e garantez hag en e drugarez, o harpet en deus, o douget en deus en deizioù a wechall.
Jeremiaz 45:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Evel-henn e komz an AOTROU, Doue Israel, diwar da benn, Baruk: |
En o holl enkrezioù eo bet enkrezet, ael e zremm en deus o dieubet, eñ e-unan en deus o dasprenet en e garantez hag en e drugarez, o harpet en deus, o douget en deus en deizioù a wechall.
Setu ar gomz en deus disklêriet ar profed Jeremiaz da Varuk mab Nerija, pa skrive en ul levr ar c'homzoù-mañ diouzh genoù Jeremiaz, er pevare bloaz eus Jojakim mab Jozia, roue Juda:
Lavaret ec'h eus: Gwalleur din! Rak an AOTROU a laka glac'har war va foan. Faezhet on bet o hirvoudiñ, ha ne'm eus ket kavet an diskuizh.
Met it ha lavarit d’e ziskibien ha da Bêr ho tiaraogo e Galilea. Eno en gwelot evel m’en deus lavaret deoc’h.
hor frealziñ a ra en hon holl c’hlac’haroù, evit ma c’hellimp frealziñ ar re holl a zo en ur glac’har bennak dre ar frealz a resevomp hon-unan digant Doue.
rak, o vezañ bet temptet e-unan er pezh en deus gouzañvet, e c’hell sikour ar re a zo temptet.
Rak n’hon eus ket ur beleg-meur na c’hellfe ket kaout truez d’hon dinerzhded, er c’hontrol temptet eo bet eveldomp en holl draoù, met hep pec’hiñ.