3 Lavaret ec'h eus: Gwalleur din! Rak an AOTROU a laka glac'har war va foan. Faezhet on bet o hirvoudiñ, ha ne'm eus ket kavet an diskuizh.
Bremañ c'hoazh va c'hlemm a zo c'hwerv, ha va dorn a zalc'h va huanadoù.
Gwalleürus on da chom e Meshek, da vezañ e-touez teltennoù Kedar!
A! Ma ne'm bije ket kredet e weljen madoù an AOTROU war zouar ar re vev! ...
Va Doue, va ene a zo trist ennon. Setu perak em eus soñj ac'hanout eus douar ar Jordan hag an Hermon, eus menez Mizar.
Rak er marv n'eus soñj ebet ac'hanout. Piv a veulo ac'hanout e lec'h ar marv?
Skuizh on o c'harmiñ; bemnoz e vez glebiet va gwele, soubet eo gant va daeroù.
Sankañ a ran en ur fankigell don, e-lec'h ma kollan sont. Aet on e donder an doureier hag an tonnoù o deus va goloet.
Mar kollez kalon en deiz an estrenvan, da nerzh a vo bihan.
Evel-henn e komz an AOTROU, Doue Israel, diwar da benn, Baruk:
A! Ehan evit va glac'har! Va c'halon he deus poan em c'hreiz.
O! Perak n'eo ket va fenn evel dour, ha va daoulagad evel ur feunteun a zaeroù? Gouelañ a rafen deiz ha noz war re varv merc'h va fobl.
Eus an nec'h en deus kaset em eskern un tan a lonk anezho. Stegnet en deus ur roued dindan va zreid. Graet en deus din kouezhañ en a-dreñv ha bezañ mantret ha dinerzh bemdez.
Ra zeuio o holl zrougiezh dirazout. Gra dezho evel m'ec'h eus graet din en abeg da'm holl zisentidigezh. Niverus eo va huanadoù ha dinerzh va c'halon.
Ma ro glac'har, truez en deus ivez, hervez braster e drugarezioù.
Dre-se, o kaout ar ministrerezh-mañ hervez an drugarez a zo bet graet deomp, ne gollomp ket kalon.
Dre-se ne gollomp ket kalon. Ha petra bennak en em zistruj hon den a-ziavaez, hon den a-ziabarzh en em nevesa a zeiz da zeiz.
N’en em skuizhomp ket oc’h ober ar mad, rak e vedimp en amzer dereat, ma n’en em zistardomp ket.
Met c’hwi, breudeur, na skuizhit ket oc’h ober ar mad.