Embannet em eus da reizhder er vodadeg vras. Setu, ne zalc'han ket serret va muzelloù, anavezout a rez kement-se, o AOTROU!
Jeremiaz 42:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ar profed Jeremiaz a lavaras dezho: Klevet em eus, setu ez an da bediñ an AOTROU ho Toue hervez ar pezh hoc'h eus lavaret, ha kement a responto an AOTROU deoc'h a zisklêriin deoc'h, ne guzhin ket ur ger ouzhoc'h. |
Embannet em eus da reizhder er vodadeg vras. Setu, ne zalc'han ket serret va muzelloù, anavezout a rez kement-se, o AOTROU!
Moizez a lavaras: Pa vin aet kuit eus da gichen, e pedin an AOTROU ; warc'hoazh, ar c'helien a bellaio diouzh Faraon, diouzh e servijerien ha diouzh e bobl. Nemet na zalc'ho ket Faraon da dromplañ en ur herzel ouzh ar bobl da vont da aberzhiñ d'an AOTROU .
Ur profed en deus bet un huñvre, ra zisklêrio e huñvre, hag an hini en deus bet va c'homz, ra lavaro va c'homz e gwirionez. Petra en deus ar plouz d'ober gant ar gwinizh? eme an AOTROU.
Lavarout a reot neuze pep hini d'e nesañ ha pep hini d'e vreur: Petra en deus respontet an AOTROU? ha: Petra en deus disklêriet an AOTROU?
Evel-henn e komz AOTROU: En em zalc'h war leurenn ti an AOTROU, ha lavar da holl gêrioù Juda a zeu da stouiñ e ti an AOTROU an holl gomzoù am eus gourc'hemennet dit lavarout dezho; na lam ket ur ger.
Gouzout a rit penaos ne’m eus kuzhet netra eus an traoù a oa talvoudus deoc’h, ha ne’m eus ket manket d’o disklêriañ deoc’h ha d’ho kelenn dirak an holl hag eus an eil ti d’egile,
Evidon-me, pell diouzhin a bec'hiñ a-enep an AOTROU hag a baouez da bediñ evidoc'h. Met kelenn a rin deoc'h an hent mat hag eeun.