o lavarout: Nann, met ez aimp d'an Ejipt, e-lec'h na welimp ket a vrezel, e-lec'h na glevimp ket son ar shofar, e-lec'h na vo ket diouer a vara, hag e vimp o chom eno,
Jeremiaz 41:17 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Hag ez ejont hag e chomjont en ostaleri Kimhan e-kichen Betlehem, evit en em dennañ en Ejipt, |
o lavarout: Nann, met ez aimp d'an Ejipt, e-lec'h na welimp ket a vrezel, e-lec'h na glevimp ket son ar shofar, e-lec'h na vo ket diouer a vara, hag e vimp o chom eno,
An AOTROU en deus lavaret deoc'h, nemorant eus Juda: N'it ket d'an Ejipt! Gouezit a-dra-sur e tifennan-se ouzhoc'h hiziv.
Ha Johanan mab Kareak hag holl bennoù ar strolladoù a gemeras holl nemorant Juda a oa distroet eus an holl vroadoù ma oant bet stlabezet en o zouez evit chom e bro Juda,
hag ez ejont da vro Ejipt, rak ne sentjont ket ouzh mouezh an AOTROU. Hag e teujont betek Tapanez.