La Biblia Online

Anuncios


Toda la Biblia A.T. N.T.




Jeremiaz 41:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

Met Johanan mab Kareak, hag holl bennoù ar strolladoù a oa gantañ, a glevas an holl zroug en doa graet Ismael mab Netania,

Ver Capítulo



Jeremiaz 41:11
8 Referencias Cruzadas  

Holl bennoù an dud a vrezel hag o zud a glevas en doa roue Babilon lakaet Gedalia mab Ahikam da c'houarnour. Neuze e teujont da gavout Gedalia e Mizpa: Ismael mab Netania, Johanan mab Kareak, Seraja mab Tanumed an Netofatad, Jaazania mab ur Maakatian, int hag o zud.


Kerkent ha ma voent erruet e kreiz kêr, Ismael mab Netania gant an dud a oa gantañ a lazhas anezho, hag e taoljont anezho en ur puñs.


Neuze holl bennoù ar strolladoù, Johanan mab Kareak, Jezania mab Hoshea, hag an holl bobl, adalek ar bihanañ betek ar brasañ, a dostaas,


Ra lavaro an AOTROU da Zoue deomp an hent hon eus da heuliañ hag ar pezh hon eus d'ober.