Neuze ar roue Asa a gemeras gantañ holl Juda, hag e kasjont ar vein hag ar c'hoad eus Rama, a lakae Baesha da sevel. Ganto e savas Geba ha Mizpa.
Jeremiaz 40:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Jeremiaz a yeas da gavout Gedalia mab Ahikam mab Shafan, hag e chomas gantañ e-touez ar bobl a oa manet er vro. |
Neuze ar roue Asa a gemeras gantañ holl Juda, hag e kasjont ar vein hag ar c'hoad eus Rama, a lakae Baesha da sevel. Ganto e savas Geba ha Mizpa.
a gasas da gerc'hat Jeremiaz eus porzh an toull-bac'h, hag e rojont anezhañ da C'hedalia mab Ahikam mab Shafan, evit e ren d'e di. Evel-se e chomas e-touez ar bobl.
D'ar seizhvet miz, Ismael mab Netania mab Elishama, a lignez roueel, unan eus re vras ar roue, ha dek den gantañ, a zeuas da gavout Gedalia mab Ahikam e Mizpa. Hag e tebrjont eno a-gevret, e Mizpa.
Neuze holl vibien Israel a zeuas er-maez, adalek Dan betek Beer-Sheba ha betek bro C'halaad, hag ar vodadenn en em zastumas evel un den hepken dirak an AOTROU e Mizpa.
Tud Israel o doa touet e Mizpa o lavarout: Den ac'hanomp ne roio e verc'h da wreg da Venjamin.