Ar roue a respontas hag a lavaras d'ar vaouez: Na guzh ket ouzhin mar plij ar pezh ez an da c'houlenn diganit. Hag ar vaouez a respontas: Ra gomzo ar roue va aotrou.
Jeremiaz 38:25 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Mar deu ar pennoù da anavezout em eus komzet outo, ha ma teuont da'z kavout o lavarout: Disklêr deomp ar pezh ac'h eus lavaret d'ar roue hag ar pezh en deus ar roue lavaret dit, na guzh netra, ha ne lakaimp ket ac'hanout d'ar marv, |
Ar roue a respontas hag a lavaras d'ar vaouez: Na guzh ket ouzhin mar plij ar pezh ez an da c'houlenn diganit. Hag ar vaouez a respontas: Ra gomzo ar roue va aotrou.
Neuze Sedesia a lavaras da Jeremiaz: Ra n'anavezo den tra ebet eus ar c'homzoù-mañ, ha ne varvi ket.
An holl bennoù a zeuas da gavout Jeremiaz hag a reas goulennoù outañ. Hag e respontas dezho hervez ar c'homzoù urzhiet gant ar roue. Neuze e rojont peoc'h dezhañ, ne oa anavezet netra war gement-se.