me a starta komz va servijer, me a beurc'hra kuzul va c'hannaded, me a lavar da Jeruzalem: Tud a vo o chom ennout, ha da gêrioù Juda: Savet e viot en-dro, adsavet e vo ho tismantroù glac'haret,
Jeremiaz 32:44 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Prenet e vo parkeier gant arc'hant, skrivet e vo kevratoù anezho, siellet e vint, kemeret e vo testoù e bro Venjamin ha war-dro Jeruzalem, e kêrioù Juda, e kêrioù ar menez, e kêrioù ar blaenenn hag e kêrioù ar c'hreisteiz. Rak o re zalc'het a zegasin en-dro, eme an AOTROU. |
me a starta komz va servijer, me a beurc'hra kuzul va c'hannaded, me a lavar da Jeruzalem: Tud a vo o chom ennout, ha da gêrioù Juda: Savet e viot en-dro, adsavet e vo ho tismantroù glac'haret,
Kêrioù ar c'hreisteiz a zo prennet, n'eus den da zigeriñ anezho, Juda en e bezh a zo kaset en dalc'hidigezh, kaset eo holl.
Dont a reor eus kêrioù Juda, a-ziwar droioù Jeruzalem, eus bro Venjamin, eus ar vro izel, eus ar menez, eus ar c'hreisteiz, da zegas loskaberzhoù, aberzhoù, donezonoù hag ezañs, hag e vo degaset aberzhoù a veuleudi da di an AOTROU.
Evel-henn e komz an AOTROU: Setu ez an da zegas en-dro re zalc'het teltennoù Jakob hag em bo truez eus e dinelloù. Ar gêr a vo adsavet war hec'h uhelenn hag ar palez a vo adlakaet en e lec'h.
Setu e teu an deizioù, eme an AOTROU, ma tegasin en-dro re zalc'het va fobl Israel ha Juda, eme an AOTROU, hag e rin dezho distreiñ d'ar vro am boa roet d'o zadoù, hag e perc'hennint anezhi.
Evel-henn e komz AOTROU an armeoù, Doue Israel: Lavaret e vo c'hoazh ar gomz-mañ e bro Juda hag en he c'hêrioù, pa em bo degaset en-dro o re zalc'het: Ra'z pennigo an AOTROU, o chomlec'h ar reizhder ha menez ar santelezh!
Goude e skrivis ar gevrat hag he siellis, hag e kemeris testoù, hag e pouezis an arc'hant war ar valañs.
Setu e tastumin anezho eus an holl vroioù ma em bo o c'haset kuit, em c'hounnar, em fulor hag em erez vras, hag o degasin en-dro d'al lec'h-mañ, evit ma chomint ennañ e surentez.
mouezh a joa ha mouezh a levenez, mouezh ar paotr-nevez ha mouezh ar plac'h-nevez, mouezh ar re a lavaro: Meulit AOTROU an armeoù, rak an AOTROU a zo mat, rak e drugarez a bad da viken, ha mouezh ar re a zegas aberzhoù a veuleudi da di an AOTROU. Rak re zalc'het ar vro a zegasin en-dro, evel diagent, eme an AOTROU.
E kêrioù ar menez, e kêrioù ar blaenenn, e kêrioù ar c'hreisteiz, e bro Venjamin, war-dro Jeruzalem, hag e kêrioù Juda, an tropelloù a dremeno c'hoazh dre zaouarn an hini a niver anezho, eme an AOTROU.
e taolin ivez kuit lignez Jakob ha David va servijer, evit tremen hep kemer eus e lignez ar re a reno war lignez Abraham, Izaak ha Jakob. Rak o re zalc'het a zegasin en-dro, hag em bo truez outo.
Hag e tegasin en-dro re zalc'het Juda ha re zalc'het Israel, hag e tiazezin anezho evel diagent.
Re ar c'hreisteiz a berc'henno menez Ezaü, re ar blaenenn a berc'henno bro ar Filistined, douar Efraim ha douar Samaria, Benjamin a berc'henno Galaad.
Hag an harluidi-se, arme mibien Israel, a berc'henno ar pezh a zo d'ar Gananeiz betek Sarepta, hag an harluidi eus Jeruzalem a zo e Sefarad a berc'henno kêrioù ar c'hreisteiz.
Hag e vo an aodoù-mañ evit nemorant ti Juda, eno e peurint. D'an abardaez e tiskuizhint e tiez Askelon, rak an AOTROU o Doue o gweladenno hag a zegaso en-dro o sklaved.
Ha n'eo ket ar c'homzoù en deus lavaret an AOTROU dre ar brofeded kentañ, pa oa tud e Jeruzalem ha pa oa sioul, hi hag he c'hêrioù en-dro dezhi, ha pa oa tud o chom er c'hreisteiz hag er blaenenn?