Jeremiaz 32:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned hag e rois ar gevrat-prenañ da Varuk mab Nerija, mab Makseja, dirak Hanameel mab va eontr, dirak an testoù o doa sinet ar gevrat-prenañ, ha dirak an holl Yuzevien a oa azezet e porzh an toull-bac'h. |
Ha goude bezañ roet ar gevrat-prenañ da Varuk mab Nerija, e pedis an AOTROU o lavarout:
Ar roue a c'hourc'hemennas da Jerakmeel mab Hammelek, da Seraja mab Ariel ha da Shelemia mab Abdeel da dapout Baruk ar skrib ha Jeremiaz ar profed, met an AOTROU a guzhas anezho.
Jeremiaz a gemeras eta ur roll all, a roas da Varuk mab Nerija, ar skrib. Hemañ a skrivas diouzh genoù Jeremiaz holl gomzoù al levr en doa Jojakim roue Juda devet dre an tan. Ha kalz a gomzoù heñvel a voe c'hoazh lakaet ouzhpenn.
Setu amañ an urzh a roas ar profed Jeremiaz da Seraja mab Nerija mab Makseja, pa'z eas da Vabilon gant Sedesia roue Juda, d'ar pevare bloaz eus e ren. Seraja a oa kentañ kambrelan.