Hag e c'halvjont ar roue. Eliakim mab Hilkija, merour ar palez, a yeas d'o c'havout, gant Shebna ar skrib ha Joak mab Azaf an diellour.
Jeremiaz 29:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Douget e voe dre zorn Eleaza mab Shafan ha Gemaria mab Hilkija, a voe kaset gant Sedesia roue Juda da Vabilon etrezek Nebukadnezar roue Babilon. Setu ar gerioù a oa ennañ: |
Hag e c'halvjont ar roue. Eliakim mab Hilkija, merour ar palez, a yeas d'o c'havout, gant Shebna ar skrib ha Joak mab Azaf an diellour.
hag e roas an urzh-mañ d'an aberzhour Hilkija, da Ahikam mab Shafan, da Akbor mab Mikaja, da Shafan ar skrib, ha da Asaja servijer ar roue, o lavarout:
Neuze Hilkija an aberzhour-meur a lavaras da Shafan ar skrib: Kavet em eus levr al lezenn e ti an AOTROU! Hag Hilkija a roas al levr da Shafan, hag hemañ a lennas anezhañ.
hag e roas an urzh-mañ da Hilkija, da Ahikam mab Shafan, da Abdon mab Mika, da Shafan ar skrib, ha da Asaja servijer ar roue, o lavarout:
Hag ar roue Jojakim a gasas tud d'an Ejipt, Elnatan mab Akbor hag hiniennoù all gantañ d'an Ejipt.
Met dorn Ahikam mab Shafan a voe gant Jeremiaz, hag e harzas outo d'e lakaat etre daouarn ar bobl da vezañ lakaet d'ar marv.
Koulskoude Elnatan, Delaja ha Gamaria a bedas ar roue na zevje ket ar roll, met eñ ne selaouas ket outo.
a gasas da gerc'hat Jeremiaz eus porzh an toull-bac'h, hag e rojont anezhañ da C'hedalia mab Ahikam mab Shafan, evit e ren d'e di. Evel-se e chomas e-touez ar bobl.
Bez' e oa dek den ha tri-ugent a-douez henaourien ti Israel, gant Jaazania mab Shafan en o zouez. Hag en em zalc'hent en o sav dirazo, pep hini un ezañsouer en e zorn, a-belec'h e save ur goabrenn deñval a ezañs.