Me a selaouo ar pezh a lavar Doue, an AOTROU, rak komz a raio eus peoc'h d'e bobl ha d'e re garet-mat, evit na zistroint ken d'ar follentez.
Jeremiaz 23:35 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Lavarout a reot neuze pep hini d'e nesañ ha pep hini d'e vreur: Petra en deus respontet an AOTROU? ha: Petra en deus disklêriet an AOTROU? |
Me a selaouo ar pezh a lavar Doue, an AOTROU, rak komz a raio eus peoc'h d'e bobl ha d'e re garet-mat, evit na zistroint ken d'ar follentez.
Den ne gelenno ken e nesañ, na den e vreur, en ur lavarout: Anavezit an Aotrou! Rak an holl am anavezo, adalek ar bihanañ betek ar brasañ anezho, eme an AOTROU, dre ma pardonin o direizhder ha ne'm bo ken soñj eus o fec'hed.
Ar profed Jeremiaz a lavaras dezho: Klevet em eus, setu ez an da bediñ an AOTROU ho Toue hervez ar pezh hoc'h eus lavaret, ha kement a responto an AOTROU deoc'h a zisklêriin deoc'h, ne guzhin ket ur ger ouzhoc'h.
Den ne gelenno mui nag e nesañ nag e vreur o lavarout: Anavez an Aotrou. Rak an holl am anavezo, adalek an hini bihanañ betek an hini brasañ,