Jeremiaz 20:13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Kanit d'an AOTROU, meulit an AOTROU, rak dieubet en deus ene ar paour eus dorn ar re fall. |
Reiñ a raio o gwir d'an ezhommeien eus ar bobl, saveteiñ a raio bugale ar paour, hag e flastro ar gwasker.
rak bet out ur repu evit an hini gwan, ur repu evit ar paour en e estrenvan, ur goudor ouzh an arnev, ur skeud ouzh an tommder, rak c'hwezh ar re spontus a zo evel un arnev o skeiñ gant ur voger.
Hag e tieubin ac'hanout eus dorn ar re zrouk, hag e tasprenin ac'hanout eus dorn ar re daer.
Evel-henn e komz an AOTROU: Kanit gant levenez evit Jakob, youc'hit evit penn ar broadoù! Roit da glevout, meulit ha lavarit: AOTROU, dieub da bobl, an nemorant eus Israel!